Les Salines de Guérande - Accueil > Hor produioù > Ar seurtoù produioù

Ar seurtoù produioù

Les familles des produitsHolen Gwenrann Le Guérandais, dastumet gant ar baluderien, a c'hall bezañ e meur a stumm : holen gros, dezhañ strinkennoù bras glas, holen fin, anvet ivez holen malet hag a c'haller kaout saouret gant louzeier, gant bezhin ha legumaj, ha flour-holen c'hwek, «kaviar ar paludoù».
An holl broduioù-se a vez kenwerzhet er gourmarc'hadoù, er stalioù etre, er rouedadoù dasparzhañ arbennikaet hag evit bezañ ezporzhiet. Pep hini anezho a ro blazioù disheñvel.


An holen gros

Glas dre natur eo an holen-mor hengounel-mañ ha morse ne vez gwalc'het na puraet, ha n'eus tamm danvez ouzhpenn ennañ.
Stank eo ar magneziom hag an oligoelfennoù e holen gros Gwenrann Le Guérandais ha mat eo e saour evit an dinell diegezhel hag hengounel. Gallout a rit ober gantañ evit poazhañ kement aozadenn zo (toazennoù, legumajoù), evit ar poazhadurioù e kreun holen, e kourbouilhoñs hag evit ar grilhadennoù (mennozhioù rekipeoù).


An holen fin pe holen malet

Holen fin Gwenrann Le Guérandais  zo ur produ naturel, ne vez nemet sec'het ha brewet a-benn mirout blaz saourus un holen orin.
Stank eo ar magneziom hag an oligoelfennoù ennañ, ha mat-tre eo evit pep implij, evit an dinell ha war an daol (mennozhioù rekipeoù).


Ar flour-holen

Flour-holen Gwenrann Le Guérandais a vez kutuilhet gant brasañ evezh paluderien Gwenrann, hervez un hentenn artizanel milvedel, war c'horre dour al lagadoù. Gwenn dre natur eo ar flour-holen, dibaot hag a gentañ kalite.
Dre ma ne vez ket brewet na gwalc'het e strinkennoù e chom puilh an oligoelfennoù naturel zo enno.
Saour dibar flour-holen Gwenrann Le Guérandais zo priziet kalz gant al lipouzerien hag ar vistri-keginerien (mennozhioù rekipeoù)


An holenoù saouret

Holen fin Gwenrann Le Guérandais zo bet diorroet evit kinnig tri saour blizidik :

  • Gant louzeier : tapout a ra holl frondoù ar boked plant frond a vez ouzhpennet dezhañ.
    Eus an dibab evit sasuniñ ar gwinegrennoù, al legumajoù hag ar grilhadennoù hag ober plijadur d'al lipouzerien.
  • Gant bezhin : gant ur meskaj soutil a dri seurt bezhin mor eo saouret an holen-mañ evit frondiñ ar pesked, ar c'hresteneged, ar soubennoù, ar soubilhoù pe ar poazhadurioù pesked e kourbouilhoñs zoken.
  • Gant legumaj : ouzhpennet e dibenn ar poazhadur pe implijet evel sasunadur, evit frondiñ ho holl legumajoù poazh, e saladennoù pe krizaj. Ar meskaj soutil-mañ a glot dispar gant saour ar chug-tomatez ha mont a ra mat-tre ivez asambles gant an toazennoù, ar riz, ar potaj hag ar soubilhoù zoken.