Les Salines de Guérande - Accueil > Ar gevelouri > An istor
An istor
Kozh eo gwriziennoù istorel holen Gwenrann. Ken abred hag en Oadvezh an Houarn e veze dastumet an holen war ar gourenez. 5 silin eus ar marevezh karolingian a c'hounezer er paludoù c'hoazh.
E-tro 1500 dija e oa ac'hubet ganto 80% eus ar gorread zo bremañ. Betek 1660, gant kresk ar c'henwerzh mor, ez eus bet savet 2.500 lagad (oglennoù strinkennañ). E-tro 1800 eo bet savet ar silinoù diwezhañ e diazad Gwenrann. Hiziv an deiz e vez gounezet ouzhpenn 10.000 lagad.

Etre 1840 ha 1960 e rank ar baluderien talañ ouzh un hir a enkadenn abalamour dreist-holl da gevezerezh etrebroadel an holen mengleuz hag an holen eus ar Mor Kreizdouarel. N'eo ket hep droug : ne oa mui nemet 248 paluder e 1973 tra ma oant etre 600 ha 900 e 1840.
Er bloaverzhiou etre 1970 à 1990 ez eus lañs en-dro. Evit difenn o holen a-dal d'an holenoù greantel galloudek hag evit gwareziñ o faludoù diouzh lontegezh ar werzherien madoù diloc'h, e krog paluderien unanet, kengret ha mennet, d'en em adaozañ a-benn klotañ gant ar poell ekonomikel modern : ganto e vez savet ur stummadur perzhekaat, krouet ur gevelouri labour-douar, adprenet ur c'hevredad kenwerzh, krouet ar Gevredigezh evit Brudañ holen ar Mor Atlantel (APROSELA)… hep disoñjal gizioù gwezhall a ra da holen Gwenrann bezañ eus an dibab c'hoazh.
Gant krouidigezh ar gevelouri labour-douar, e 1988, e teu ar baluderien da vestroniañ o gennad ekonomikel penn-da-benn. War-dro 190 paluder gounezer zo izili eus ar gevelouri, e karg eus ar prenañ, ar stokañ, ar pakata hag ar c'henwerzhañ.
Lorc'h zo ennomp oc'h embann eo bet kevelouri produerien Les Salines de Guérande diaraogerez ha krouerez marc'had an holenoù orin hag eus an terouer. Gant Holen Gwenrann Le Guérandais e vez tapet, e 1989, ar meneg Nature&Progrès da gregiñ ganti. E 1991 e teu tro al Label Rouge zo ken priziet. An holen nemetañ eo o vezañ bet tapet al label prizius-se.
E 1992, e krou kevelouri Les Salines de Guérande un adstal. Kendeuzet eo bet bremañ a-benn kenwerzhañ produadur hec'h izili.
Dindan un nebeud bloavezhioù eo deuet kevelouri Les Salines de Guérande a-benn da gaout hec'h emrenerezh penn-da-benn dre lakaat Holen Gwenrann war ar marc'had en ur liammañ c'hoantoù ar vevezerien gant goulennoù an dasparzherien hag ezhommoù ar broduerien.



